Bez Santel

Ar Bez Santel.
Dor pennañ iliz ar Bez Santel.

Iliz ar Bez Santel, anvet ivez Iliz Bez ar Salver pe Iliz an dasorc'hidigezh (e gresianeg : Ναός της Αναστάσεως, Naos tis Anastaseos; e jorjieg : Agdgomis Tadzari; en armenieg : Surp Harutyun) gant Kristenien ar Reter, zo un iliz kristen e diavaez mogerioù-kreñv kêr gozh Jeruzalem. Sellet e vez ouzh al lec'h-se evel al lec'h santelañ gant ar Gristenien o deus doujañs bras outañ. An iliz-se zo ar santual savet en-dro d'al lec'h ma oa kroazstaget ar C'hrist (Golgota) hag ivez al lec'h ma oa bet beziet (bez Jezuz Krist) ha ma tasorc'has hervez ar Bibl. Deuet eo an iliz da vezañ ul lec'h pirc'hirinaj a bouez adalek ar IVe kantved.

Hiziv ez eo ivez sez Eskob-meur reizhkredour Jeruzalem hag hini an Arc'hbeleg katolik eus penniliz ar Bez Santel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne